notícias musicais

top 13 artistas

top 13 musicas

Confira a Letra Diwanit Bugale

Dan Ar Braz

Diwanit Bugale

Didostait bugale
Ar serr-noz hag ar gouloù deiz
Roit kalon din-me
Aon 'm eus rak hon dazont

Tomm eo d'ho kalonoù
Furnezioù ar re a-ziwar ar maez
Hag ar c'hleuñioù o tihuniñ
War an douaroù 'tro al lenn du

Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh

Diwanit bugale laouen
Ar menezioù melen
Gant hiraezh d'hor gouelioù kent f
'tre ho tiweuzoù ar wirionez

Diwanit bugale
Gleb ho taoulagadoù dre forzh c'hoarzhin
Ha didrouz ho klac'harioù
Diwanit bugale

Diwanit bugale
Ar stourmoù kalet, an emglev
Ganeoc'h eo 'teu komzoù didro
Ha brav e kavan ho toare
Da safar 'r yezh
A ra diank din, siwazh

Tracker