Va c'horf en deus un eñvor
Blaz ar vein
Plasenn ar bleiz
Eñvor ma c'horf
A ren va empenn
Heklev ar Seiz
('vel foll ar c'hoad e koun ar werc'hez
Malivel,
Marv a-raok, a-raok
Bezañ ganet)
Heklev ar Seiz
A gleven
Evel un neizh
A glasken
Evel un nerzh
Evit en em zifenn
Heklev ar Seiz
A ganen
Va c'horf en deus un eñvor
Deus da dañva
Blaz ar vein
E-kreiz va beg
E-touez va dent
E van ar vein
E tarzh and deiz
Pa vezen denel,
E tenesaen
En ampoent d'en em zioueriñ
Met kerkent
E teue d'en em intent
Va bec'h, va bec'h
Va c'horf en deus un eñvor
Va c'horf en deus un egor
Va c'horf en deus un enor
Enor va c'horf a ren